Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63
a Vontroulez.

merfes ra c’hommerç. — Mes autrou Edouard, sonjit eta penaus ne doun nemet ur paour qez… Allon, allon : peoc’h var se. Ha na deo qet me eo da gabiten ? C’hoant a c’heus-te da disoboissa dìn ? Me fell dìn e ve grêt evel a lavaràn. — Oh ! va mad-oberour qèr ! — Mad, mad evelse. Qerz da annonç se da Emili.

Sailla a ris da c’houzoug an den mad Edouard, hac e redis da glasq Emili, da behini ar c’hêlou mad-se na ras qet nebeutoc’h a blijadur eguet dìn-me. Demezet e voemp ; qemer a ris cundu an afferaou, hac ec’h assuràn dêc’h e zoun pell da gaout qeuz d’ar re a meus grêt. Gallet em bije marteze dont da veza pinvidicoc’h, mes marteze ivez e vijen en em vrouiliet gant ta c’honscianç, ha se a ra na gousqer qet qen tranqil. Doue en deveus roet dìn an daou vuguel-mâ a velit ; bemdez e rentàn graçou dezàn. Carout a reont o zad hac o mam, hac e vezint bugale honest. Soign vras a meus dious o discadurez, tad Simon, ha ne ancounac’hân qet e tleàn tout d’an hini a meus recevet pa voan buguel. Anfin, abaoue ma zòn demezet, va greg qèz ha me n’hon deus bet nemet ur maleur, pehini voe maro hon tad mad. Daou vloaz so hon eus bet ar maleur d’e goll, ha ne sonjomp james ennàn hep scuilla daelou.

Cetu aze, va mignon côs Simon, histor an orfelin-se da behini ho poa roet conseillou mad, hac en em gav hirio eurus bras da zisqeus dêc’h en deus gouezet profita eus anezo.

E fin ar recit-se, Simon a Vontroulez n’en