Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
Simon

n’en em laqa qet clasq, hac a deu dioutàn e-unan. Pa laqit sevel un ty, ne guemerit-hu qet an oll brecautionou evit na grogo qet an tan ennàn ? Ha ne die qet eta ho pugale beza qen qer dêc’h evel ho ty ? Ne falvefe qet dêc’h-hu ivez ober ar pez zo ret evit o freservi deus un droug pehini a ell laqat anezo da vervel ? Gouzout a rit-hu an nombr terrubl a vugale a varve, qent ma voe anavezet ar vaccin ? Var seiz a vije scòet gant ar vrec’h, e varve unan, hac a boan e chomme unan pe zaou na zougue mercou terrubl eus ar c’hlénved. Er guær-mâ memes, e varve un nombr bras gant ar vrec’h. Qementse tost e tle ar vaccin savetât hirio an deiz. Mes guelet a ràn en ho touez hac a hich o fenn gant an douetanç eus a effet ar vaccin. Eleal, doctoret caer eo ar re-se, evit en em imagina e zint habilloc’h eguet ar vedecinet eus an oll vroyou ! Muioc’h a gonfianç o pefe marteze en drogach ur charlatan benac a rafe goab ac’hanoc’h ; neo qet evit trapout hoc’h arc’hant eo e parlantàn me dêc’h : evit ho mad eo, ha cetu aze tout ; dre ma meus redet dre meur a vrô, ha ma meus guelet ar pez a dremen er vroyou all eo. Na ouzoc’h qet marteze petra eo ar vaccin ? Eh bien, me ya da lavarat dêc’h penaus eo bet disoloet.

« E bro Scoçz e voa ur medecin hanvel Jenner, pehini en devoa evessêt calz ar ravach eus ar vrec’h, hac a glasqe pell a voa ur voyen benac evit diminui ar fulor eus ar vrec’h maleurus. N’en devoa qet allet c’hoas disolo ne-