se, en deus defiguret oll anezi. Petra a sonchfec’h-hu deus ur vam pehini e defe bara en he zy, hac a lesfe e buguel da vervel gant an naoun ? Petra a songit-hu deus ar vam pehini a lèz he buguel exposet d’an danger eus ur c’hlénved, alies marvel, pa e deus en e c’hichen an oll voyenou da dec’hel ous an droug ? Un neglijanç qen coupabl a veritfe ur bunition vras. Madelez ar gouarnamant e deus etablisset bureauyou evit vaccina ; gallout a rit oll laqat vaccina ho pugale, hac an nep a refus en ober, pe dre obstination, pe dre neglijanç, a so coupabl en o enep o-unan, a enep ar gouarnamant, a enep ar bed oll. Exposi a reont buez an oll vugale, en eur laqat anezo en danger da drapout ar vrec’h an eil ous eguile. C’hoant hoc’h eus-hu da gonservi ho pugale ? pe e zeo guelloc’h dêc’h en em exposi, pe d’o c’holl, pe d’o guelet affliget, ha memes marteze dall, rac an infirmite-se qer spontus a so an darn-vuia ar suit eus ar vrec’h. Ah ! credit mad ac’hanon : nep piou benac diouzoc’h a neglich ur brecaution deut da veza un dever sacr, o devezo qeuz bras un deiz da zont. Pa zeo deut an droug, n’en deo mui poent e ampech. Mar cav an nor digor, ec’h antreo, hac ur vech antreet, e ra e ravach. Beza zeus tud na douetont eus a netra, hac a lavar : Guelet a rimp. An dud-se so tud foll. An den en deveus furnez a vel a bell hac en em dalc’h var e eves. Ar boneur ne deu qet e-unan ; falvezout a ra dezàn e ve redet var e lerc’h ; mes ar maleur
Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/61
Neuz