Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
Simon

manchou-se da lugerni, da zisparissa evel ul luc’heden ? Ar merit a gonsist o heuill an hent mad, ur vech ma talc’her anezàn. Ar pez a esperàn e reot eo, va mignonet. Beza e zoc’h en hent mad evit se ; baleit ennàn hep distrei, hac e zoc'h certen da erruout… e pelec’h ? er boneur, pehini a heuill dre oll ar vertuz.





CHABISTR XII.


Simon a Vontroulez a gont histor ur plac’h labourerez hac hini eur plac’h dissipet.


Prometet emeus dêc’h, eme Simon a Vontroulez, goude e goan, rei dêc’h qêlou deus a ziou blac’h yaouanq eus ho prô, hac e zàn d’en ober gant qement a blijadur memes, ma zoun certen e servicho da guentel deoc’h-hu, merc’hed yaouanq.

Sonch mad oc’h eus a Jacqettic Ꝃbabu hac eus Jannedic an Traon ? Gouzout a rit o deus quittêt o brô, evit mont da glasq condition d’an Naonet ? Cavet emeus anezo er guær-se, hac o deveus contet dìn ar pez so eruet ganto abaoue m’o deveus quittêt o farros. Mont a ràn da gonta se dêc’h.


HISTOR JACQETTIC ꝂBABU


Gouzout a rit oll, eme Simon a Vontroulez, penaus Jacqettic Ꝃbabu a voa ur plac’h honest,