Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
a Vontroulez

fianç ennàn, ha respeti e c’hourc’hemennou. Falvezout a ra dezàn e vez contant peb-hini er renq en deveus roet dezàn, ha Doue a voar guelloc’h eguedomp-ni ar pez so ret deomp. En em fiomp en e furnes ha na vurmuromp james. Ar religion a so aze evit hon ancouragi hac hor c’honsoli. Deut ganeomp da Guemper, hac e laqimp ac’h‘anoc’h da antren en eur fabric podiri ; ha ma en em gunduit evel ur c’hristen mad hac un den honest, bezit certen en devezo Doue soign diouzoc’h.

Simon a Vontroulez a brezegue avichou ferm ; mes pa c’hoarveze se, e sermon a vije bepret heuillet, evel a velit, eus a un action vertuzus benac.





CHABISTR IX.


Simon a Vontroulez a inspir ar resination, hac a ra concev esperanç da eul labourer digouraget.


Bonjour, den venerabl, eme Simon a Vontroulez, da ul labourer a voa occupet en e verger. Eh bien ! ha mad e za ar bed ganac’h er bloa—mâ ? — Calz a vanq, eme ar pautr-côs, en eur hija e benn gant tristidiguez.

Al labourer. — Allas ! guelet a rit ervad e zeo manqet an avalou, ha na vezo get a frouez. Cetu an eil bloavez e vanq an eaust, hac e velàn va greg, va bugale guèz ha me,

4