Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
Simon

ell, a risq bep moment da goaeza izelloc’h eguet na zoa. Ha n’en deo qet folletez vras discregui ous ar pez a zo en dorn evit trapout ar pez a zo pell diouzomp ? Selaouit : traou vil eo an orgouill, an ambition hac ar vanite ; laqat a reont ac’hanomp da ober sotoniou, hac en em gargont o unan d’hor punissa. An hini en deus mez eus ar vicher en deus bet e dad, n’en deus qet ur galon goal vad : douguen a rayo ar boan eus a guementse abred pe divezat, hac e vezo forcet da rusia dioutàn e-unan. Recevet oc’h eus ar guentel terrubl-se ; mes petra ra n’en doc’h en em droet da ur vicher honest benac, qentoc’h eguet en em abandoni d’ar vicher mezus-se a rit ? Un tamic feneantis so ennoc’h. Laqit eves mad : ennes so ur viç a gaç pell. Ho cunduet en deus dija d’an aluzen, hep caout mez ; a nebeudic ec’h ell ho traïna bete da veza criminal hac hep remors. Un den didalvez ha feneant, a zo un dra inutil var an douar : na zervich na dezàn na da re-all ; ha pa varv, ne ra nemet diambarassi ar bed. Doue en deveus hon laqet er bed-ma evit labourat, ha da renta servich an eil d’eguile. E brovidanç divin en deus sourci var guement a zo. Falvezet e zeo dezàn e vije tud pinvidiq evit occupi ar beorien hac o laqat da veva. Mes roet en deus ivez d’an dud pinvidiq calz a sourci, evit na vijent qet nebeutoc’h espernet a boan hac a labour eguet ar re all ; rac Doue a vel peb den dre ar memes lagad, ha na ra nep distinction etre e oll vugale. Ret eo eta caout con-