Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
a Vontroulez

vezo qeuz, hac e rentot dezo ur servich bras meurbet.

Convenet e voe eno ec’h antreje an daou bautric er scol, goude lein, hac e sortiemp, pa deuas ivez ar bautrezic, pehini ne devoa c’hoas lavaret netra, mes pehini gouscoude e devoa guelet ha clêvet oll epad ar scol, da c’houlen digant he mam hac hi na elje qet ivez dont d’ar scol gant he breudeur.

Ar merc’hedigou-vian, eme Simon, ne zeont qet da scôl ar bautret ; mes beza so ur scôl all evito, e pehini e tisqont lenn, scrifa ha counta, hac ouspen se, ober stam, griad, ha calz a draou all. Goulen ous da vam ma zi d’ar scol-se.

Ar Bautres. — Oh, va mam ! c’houi am c'haço d’ar scôl-se, neo qet guir ?

Fanchon. — Ia, qèz. Eleal, tad Simon, un obligation veritabl ameus dêc’h.





CHABISTR VII.


Simon on Vontroulez o laqa an accord etre daou chicaner.


Simon a Vontroulez en devoa affer e Qemper, hac evit en em renta eno, e ranqe tremen dre Landerne, ar Faou ha Castellin. Qent arruout eno, ec’h arretjont da gousqet en un hostaliri er Faou, e pehini e voa dija calz a dud arruet arocomp. Simon, pehini a garre ar gompa-