Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
Simon

rê plijadur da velet, hac a brouve penaus ar studi ne devoa evito nep dic’hout na netra a repoussant. Fanchon a voa ravisset oll, hac a drugarecae Simon. An daou bautric a voa dija presset da vont var ar banq evit labourat evel ar re all. Mes pa gommançjont gant al lectur ha m’en em rentas Peb-hini d’e anter-qelc’h dirac an daulennou, an daou vuguel-mâ na eljont qet miret da sailla gent ar joa o devoa da velet qementse.

Eb bien, eme Simon a Vontroulez da Fanchon, ha sonjal a rit-hu bremàn penaus ho mab, pehini na zisqe netra, na zisco qet amàn un dra benac ? - Biscoas, eme Fanchon, pa velis gement a volontez vad ennàn. — Pardie, eme Simon, er c’hredi a ràn ; mes gouzout a rit-hu perac ? Eleal, dre na vezo amàn james genet, ha m’en devezo al liberte necesser. Clêvit, Fanchon, hon bugale so eurussoc’h eguet ne domp-ni bet. An traou-mâ oll ne voant qet eus hon amzer. Neo qet en eur c’hoari e tisqemp-ni lenn, hac e credàn mad e conservàn c’hoas en un tu benac, merqou patant eus a zisciplin va mestr foet-lost. Anzavit e vez fall deomp lêzel hon bugale en ignoranç, hac er feneantis, ha dont da neglija an oll voyenou a offrer deomp evit o zenna eus ar viçou-se. Peguen noazus eo an ignoranç hac ar feneantis ! Un douar fall eo, e pehini e sav hac e cresq an oll viçou. Ma anavezit eur re benac, Fanchon, hac a neglich rei education d’o bugale, lavarit dezo penaus un deiz da zont o de-