Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
a Vontroulez

A betra e teuìn-me brema, emezàn Ret eo dìn en em renta varc’hoas en Brest ; respont a ràn eus ar varc’hadoures zo em c’har. Cetu dija collet ur marc’h ganén, hac e zàn c’hoas da goll ar pez a deue dìn evit va chare, ma ne erruàn qet varc'hoas!… Ah ! coqin, fripon marc’h. — Qementse a zo caer, eme Simon : laza rit ho marc’h, hac en em glêmit c’hoas dioutàn ! Petra fell dêc’h e raje a vuioc’h eguet mervel en ho servich ? An neb zo cruel en andret al loëned, hac a ancounac'ha penaus e souffront coulz ha ni, a voal-drêt anezo hep utilite, a dlefe sonjal da viana e zeo ret menaji ar servicher eus a behini hon eus ezom. — Qementse oll zo mad ; mes penaus a rìn-me bremâ evit cuntinui va hent ? — Ar pez na ouzomp qet eo se, eme Simon ; ha qement a ellimp ober evidoc’h, e vezo digaç dêc’h qezec deus an tosta villagen. Qemeri tpaciantet da zeport ; sonjit mad er pez zo diguezet ganêc’h, ha tachit da non pas laza ivez ho marc'h all. Qen a vezo.

Dre ma pellaemp outàn, e clêvemp c’hoas anezàn o vlasfêmi. An tad Simon a voa indignet oll eus a se, hac e zaoulagad lem a luguerne dindan e valvennou guenn, en eur gauzeal dìn eus ar pez e voamp o paouez guelet. A viscoas, emezàn dìn, e meus remerqet penaus an dud a drêt ananevalet gant crueldet, a zo tud mechant. An hini a vel hep encres goal-drêti ur marc’h pe ur c’hy, n’eo qet pell da veza insansibl da boaniou e nessa ; ha pa en em accustumer da ober droug d’al loëned, e vezo grêt