Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
Simon

c'hoant oc’h eus-hu da laza al loën maleurus-se ? Nan ? vantredie, eme ar charetour infernal, en eur leusquel bepret mallozou ; ne vanqfe dìn nemel se evit beza ur pautr-brao ! Mes ar c’hoqin marc’h-se pehini a ra dìn en em daoni un heur zo, a zo capabl da c’hoari an tol-se dìn da grevi expres. — Eleal, eme Simon, en e blaç no vanqfen qet da se ; rac guelloc’h e ve dìn beza mil guech maro, eguet servicha ur mestr brutal eveldoc’h. Reqeti a ràn dezàn a greis calon, evit e voneur hac ho punition na savo qet eus alesse. Gouscoude e zeomp d’ho sicour ; mes dre druez eo evit ho loën, ha nonpas dre interest evidoc'h. Ha forç so dìn dre bez rêson, eme ar sauvach, nemet em sicourot d’en em denn eus a ambaras !

Ober a rejomp, en effet, hon oll bossubl evit sevel ar brancardou, hac epad qementse, daoust d’ar pez a lavare Simon, ar marc’h qéz a receve bepret tolliou treid en e gosteziou digant ar charitour, en eur douet-doue. Al loën paour en em savas anfin var e ziouc’har, oc’h ober no effort diveza ; mes ne voe qet evit pell-amzer. Dielc’het oll e voa, hac e seblante souffr calz en e oll izili. Ar goad a ruille eus ar gouliou o devoa grêt an tolliou dezàn. D’ar c’henta tol fouet, e clasq ober ur pas ; brancellat a ra, hac e qüez a nevez ; mes evit ar vech-mâ e zeo inutil essât e laqat da sevel, rac mervel a reas ractal.

Ar goler hac an dispit eus ar charetour en laqe neuze da leusqel leoudoueou horrupl :