Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/287

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
281
PROVERBOU.


20. N’en em reposomp qet var vertuz hor c'herent, bezomp hon-unan tud honest.

21. Na guzit james netra, na d’ho côvessour, na d’hoc’h avocat, na d’ho medicin.

22. An hini en em gorrich en eur velet defautou e nessa, na ell qet mancout da zont da veza den honest.

25. Guelloc’h eo deomp beza ganeomp hon-unan eguet e compagnunez fall.

24. An dud sot hac ar pennou fall a binvidica an avocadet.

25. Evit gouzout talvoudeguez an arc’hant, e zeo ret beza obliget da ampresta.

26. Ne zeus ezom nemet un danvad galous evit ampoesoni ar vanden.

27. Guelloc’h eo plega eguet terri.

28. Guelloc’h eo broncha ous an troad eguet ous an teod.

29. Na zeus nep rosen gaer, na zeu da goezvi.

30. An hini a voar parlant, a voar calz ; mes muioc’h a voar c’hoas an hini a voar tevel.


FIN.