Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/286

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
280
PROVERBOU.


7. Ar feneant, abred pe divezat, a deu da veza paour.

8. An den avaricius n’en deveus a guerent nemet d’e varo.

9. Na zeus daoulagad nemet evit defautou an nessa ; den na anavez e re e-unan.

10. lagad ar mestr a larda ar marc'h.

11. Ur respont ceder a zouça ar goler.

12. Na gassit qet da varc’hoas ar pez a ellit ober hirio.

13. Piou benac na gar nemetàn e-unan, n’en deo caret gant den.

14. Ennes a so pinvidic, pebini na zezir netra.

15. Ar mestr mad a ra ar mevel mad.

16. Nep a ra cheric dêc’h muioc’h eguet d’an ordinal, a glasq ho trompla, pe en deveus ezom diouzoc’h.

17. Pa gousqer re bell-amzer, na deuer qet da veza savant.

18. An hini na voar qet oboissa, na voar qet commandi.

19. Guelloc’h eo tec’hel eguet caout affer diouc’h tud mechant.