Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/284

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


278
REGLAMANT

Clasqit gounit gant soign carantez peb-unan,
Tec’hit ous peb proces, sourcen eus a vil boan ;
N’en em informit qet ous afferaou re-all,
Ha tavit var ho re, pe int so mad pe fall ;
Qemerit a c’hraç vad ha gant anaoudeguez,
Ha mar recompansit, grit-én gant larguentez ;
Neus cas e pez seurt stat ec’h alfec’h en em gaout,
Na deuit qet james d’en em dishanaout ;
Bezit atao truez ous maleur ho nessa,
Supportit e zefaut, bezit mignon dezâ ;
Bezit trec’h d’ar chagrin, mar er santit biqen,
Ha n’er laqit james da gueza var nep den ;
Elec’h ma vez drouc-ranç laqit ar peoc’h bepret,
N’en em venjit nemet dre vad-ober barfet ;
Reprenit hep c’hoervder, meulit hep flatterèz,
C’hoarzit modestamant, souffrit ar farcerès ;
Estimit pep-hini ebars en e vicher,
Na voapait netra dre bompad divoder ;
Na reprochit james ar vad ho pezo grêt,
Ha laqit-e atao e renq an traou secret ;
Diarauguit ezom ur mignon maleurus,
Hep beza re brodig, bezit mad, generus ;
Moderit hoc’h humor qerqent m’en em bresant,
Ha na gomzit qet fall demeus ar re absant ;
Na vezit qet ingrat ha bevit hep tamal,
Hac ebars ho jeuyou bezit atao leal ;