Rentit oll d’ho Crouer qementso ret renta,
Examinit arauc antrepreni netra ;
Na zarempredit qet nemet tud vertuzus,
Na estimit qet re ho talanchou eurus ;
En em rentit bepret da rêsoniou re-all,
Ha dilezit ho re, mar prouver e zint fall ;
Grit attantion vad ouzoc’h pa vez comzet,
Ha na affectit qet da gaout calz a speret ;
Ka antretenit den en tuont eus e stat,
Hac en ho preposiou bezit leal ha mad ;
Dalc’hit bepret d’ho qer evel un den guirion,
Na brometit james evel tud dirêson ;
Bezit servichus, fur, gracius, douç, affabl,
Eus a ziguemer vad, laouen ha favorabl ;
Hep beza familier ; bezit un êr êzet,
Na zecidit netra qen ho po er poezet ;
Carit hep interest, pardonit hep sempltet,
Sujit d’ar re buissant, hep lausqentez ebet ;