Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/264

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
258
ŒUVROU DALIF

e-unan ur mestr, ur chef puissantoc’h eus a behini e tepand e vezanç, ha da behini e crën da zisplijout, rac ne ramplacfe qet anezàn evel ma ramplaçfec’h hoc’h hini. Epad ma command an dorn deo, alies an hini cleiz a obois. Ennes eo sort an nombr brassa, bac ar maleurussa neo qet bepret an hini a obois deus an daou dorn. Da emâ e lavarìn ar c’homzou-mâ, pere na vezint qet inutil dezàn, ma en deveus ar speret vad d’o c’hompren : ne zeus guele, neus forç peguen fall e vez, e pehini na eller ober ur c’housq mad, pa ouzer ervad en em arranji. Ne zeus nep labour hir, na eller da verrât, en eur guemer anezàn dre ar penn mad. Ne zeus nep samm qenn pounner, na eller da renta scànvoc’h, ous en carga gant adress. An eugen a labour a galon vad, na sant qet alies e vrouda. Al lapous a chench a gaouet alies, ne medi qet nebeutoc’h er prison, ha n’en deo qet nemeur caret e nep lec’h. Fidelite ha courach a so sinou da c’helvel confianç ha larguentez. Anfin, mar deo ret el lavaret sclêramant, ar voyen da gaout ur mestr mad, e zeo da veza servicher mad.


————


Guelloc’h so eguet se, va mignonet ; er bed-mâ ez omp oll servicherien an eil d’eguile. An den, abandonet d’e c’halloud e-unan, a so ur c’hrouadur qen dinerz, qen na gonven qet dezàn lavarat : n’em bezo biqen affer eus a servich den. Doue so hon tad deomp oll, hac e tleomp