spicialamantoc’h sicour hac a asistanç. Rac, en
ur famill, mar en deus maleur unan câsiou
mezus, e laqa tout ar re-all da rusia ; ha ma
na deu qet deus e faut, ar maleur-se so ur reproch
evit tout, hac a accus o disantidiguez.
Evelse, Doue en deus ordrenet oll en ur fêçon
qen burzudus, ma zeo hor mad hac hon
prosperite bepret liamet da accomplissamant hon
deveriou ; hac e za demeus hon boneur hon-unan
da veza breur mad ha car mad.
Ma na meus qet bet na breur na c’hoar, e
meus bet, a drugare Doue, mignonet ; hac
amâ ec’h ellàn cauzeal da viana goude va
experianç va-unan.
Ret eo sonjal en teir dra, pa zeus c’hoant d’en em attachi dre garantez :
Ar guenta, penaus un den vicius na elfe qet beza mignon sincer ; rac ur santimant generus ha pur na chom nemet en un ene honest. Credi da vignoniach ar viç, eo en em lezel tapout en ur pech ; rac, al louarn n’en em rent mignon d’ar paourr qèz innoçant lapin, nemet evit disolo e voarem. Ciasq caout mignoniach ar viç, eo redec ur chanç bocennus ; rac, ar c’hy a hent ar bleiz, a deu peurvuia da veza farouch.
An eil dra eo penaus, etre mignonet e zoar atao quittes, ha n’en doar james. Pa en deus un den obliget ac’hanoc’h, ma rentit dezàn servich evit servich, e sònjit d’en em acquitta :