Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/257

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
251
Simon a Vontroulez

chom c’hoas ul liam, al liam-se a hoad, pehini n’en deo qet ur gomz vên, pehini na elfe netra da vriza, hac a ell en em starda abred pe divezat. Meur a exempt a didostaidiguez em eus guelet produet gantàn. Ma tiguesfe da zaou vreur, disunisset abaoue pell amzer, en em gaout assambles, beza e zeus un nerz interior pehini o bouls an eil varzu eguile ; ha mar teu unan anezo, hep sonch, da zigueri e zivrac’h, eguile en em stlap gantàn, hac o c’halonou a drid an eil ous eguile. Ah ! penaus e resistfent-y da sonjesonou o bugaleach, pere en em bress e foul en o speret ? Hac ar c’hoariou deus o c’henta oad, pere o deus bet partajet, ha ty o zad. ha carantez ar vam, ha madelez an tad, pehini en deus qen alies pardonet, en deus ancounac’hêt qement all a fautou ! Nemet na vez ar galon gouliet gouall doun, pe oll corrompet, penaus an oll sonjesonou-se na rafent qet dezàn sailla gant ur güir garantez, ha na zifunfent-y qet enne an affectionou qenta en deveus santet ? Un accidant, un effort, un ampechamant a ell separi evit ur pennad doureyer ur voaz ; mes qerqent ha ma vezont libr, o diribin o zrein, hac e tistroont da redec assambles.

Beza e meus seulvuioc’h a feiz er pouvoar deus al liam-se a hoad, ma emeus santet an nerz evit qerent nebeutoc’h tost eguet breuder, hac a anavezer a boan. An tiltr-se hep muiqen a gar, a seblant dìn rei dezo droajou d’am interest ; hac e meus credet tleout dezo, en ezom,