Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/254

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
248
ŒUVROU DALIF

pehini hon unis an eil d’eguile ! Ha n’en deo qet ret, en effet, e vez ar briedelez an dra ar santela hac ar muia sacr, evit m’en devez lavaret Doue d’an den : Quittât a ri da dad ha da vam evit en em attachi d’as pried ! Evelse ivez, peguen douç union eo an hini e pehini an oll santimanchou, an oll interest, an oll blijaduriou so e commun ; e pehini e toubler ar jouisançou, e pehini en em sicourer an eil eguile da zouguen ar bouez eus ar vuez, e pehini e labourer a accord da voneur an eil hac eguile ? Daou e zoar, ha na rear mui nemet unan ; santout, jouissa, pe souffr a rear assambles ; ar fouldr pehini a sco an tillen a gonsum er memes amzer ar blantennic, mes ar glao a deu da enaoui ar blantennic, a ra ivez glassât an tillen.

Oh ! maleur d’an neb a drahis deveriou qen santel ha qen douç ! Ar vreg a faussa he feiz, an ozac’h a zilez e vreg, pehini a lam diganti e brotection pe a deu da veza he oppresour, a responto un deiz a vezo da Zoue da veza bet manqet d’o le. Mes ur bunition just a gommanço evito adalec ar bed-mâ ; rac o desunion a zigasso revin ha mizer en o zieguez ; galvet o devezo an tempest pehini a zistrujo o famill ; guelet a rint o bugale o souffr, ous en em gorrompi d’o exempl, pe o rusia deus o disenor. Pa n’en em accord qet ar c’hezeg, pa chass peb-hini dious e gostez, ar c’har a guez er fos.

Gouzout a ràn ne doar qet parfet, hac e zeus certen momentchou e pere nep den n’en deo