Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/253

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
247
Simon a Vontroulez

c’hrisder hac ar vrutalite a so moyenou impuissant. Ar gouall drêtamanchou a offanç, ar goler so bocennus. Ur gundu direproch, ar justiç hac an douçder, cetu aze ar güir brincip eus a autorite un tad. Pa zébr un tigr unan eus e re vian, qementse na ra qet d'ar re-all beza guelloc’h, ha na deuont da veza nemet muioc’h feroç ; mes ar c'hy a cheris e chass bian hac a c’hoari gante, epad ma ra altantion d’an nôr, o rent discret, douç, vigilant ha fidel. Ia, va mab, ia, va buguel qèz, falvezout a ra dìn e venigfes va memor ; me fell dìn e pe sonch gant joa epad da vuez, en amzer ac’h eus tremenet e qever da dad ; falvezout a ra dìn na elfes qet biqen reproch dìn na neglijanç, nac iniustiç, na caleder a galon, nac exempl fall : evit boneur da vuez, hac evit joa va bleo guenn, e fell din beza atao tad mad.


————


Mes, piou en deveus-y roet dìn, ar joa-se da veza tad ? va fried eo, hi eo e deveus partajet e buez gant va hini; ar vreg—se eo, ar grouadurez-se crén ha sempl assambles, courajus ha timid, pehini e deveus touet dirac Doue da veza soumettet ha fidel dìn, evel a meus va—unan touet ivez da veza e frotectour hac e mignon. Petra na dleàn-me qet dezi evit ar boneur e deus digasset dìn ? ha petra na dle-hi qet e-unan dìn, me pehini emeus he rentet mam ? Nac én so puissant a1 liam-se a garantez,