Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
Simon

d’an horistal-se, evit en em delc’hel da ur paurt yaouanq fur, courajus en e labour, hac en deus ur güir attachamant evit ar religion : ennes eo hepqen a rayo boneur ho merc’h, hac a rento ho côsni eurus. — Penaus, tad Simon, eme Yan, ne garfec’h-hu qet e teufe ar yaouanqis d’en em hanti, d’en em amusi ? — Eo certen, eme Simon, mes en honestis e pep tra. Sonjit mad penaus ar merc’hed yaouanq alies a ro re a benn da certen tud yaouanq, pere na glascont nemet o zrompla, ha dre o c’homzou flour, o fromessaou vean, d’o goapât. Digorit mad ho taoulagad var guementse, rac ar c’heus a erru re divezat peurvuia.

Yan a santas ervad en devoa Simon rêson, hac a yas da guerc’hat e verc’h.

Er moment-se Simon a appercevas un den o tont etrezec hac én, gant un tamic paper pleguet en e zorn. — Petra eo an dra-se oc’h eus prenet, eme an tad Simon ? — E feiz, Simon, louzou eo hac a-zo excelant evit ar boan dent hac ar rêm — Piou en deus-én guerzet dêc’h ? — Atoue, an autrou-ont pehini zo guintet var ur gador, hac a c’hoari drompilh — Ah ! va mignon, un drogach fall oc’h eus prenet aze, hac an hini en deus-én guerzet dêc’h n’en deo nemet ur charlatan. Laqit eves mad da nonpas ober usach a guementse, rac na dleer james en em fiout er seurt remejou-se, pere zo guerzet gant tud n’o deus nep anaoudeguez er vedecinerez. Ha noc’h eus-hu qet sqiant aoüalc’h evit compren penaus ar boan dent hac ar rêm ne