Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
a Vontroulez

dint qet ar memes tra, ha na c’houlennont qet ar memes remed ? Ar seurt tud-se zo ampoesonnerien, pere a ra goab ac’hanoc’h en eur receo hoc’h arc’hant. Ur vech emeus cavet unan hac a verze bouligou bian milfic bara, dindan an hano a billinennou a enep ar c’holica, hac a c’hoarze a greiz calon en eur laqat o faea goal guer d’an dud diot a amuse gant e gomzou caer. Remed ur charlatan a zo dangerussoc’h eguet an droug. It, va mignon, ha pa ho pezo ur boan benac, consultit ur medecin anavezet.

Estrancha tra, eme Simon a Vontroulez ! en em glêm a rêr eus an amzer a vizer, hac e caver arc’hant evit prena traou sot, evit c’hoari, evit prena drogach fall pere na dalvezont netra !





CHABISTR III.


Simon a Vontroulez a ya da velet an dançou, a gomz var an didemperanç hac a gont un histor var ar sujet-se.


An deiz varlerc’h e quittajomp Castel hac ec’h ejomp da Lesneven, e pelec’h e zoat o tançal. Evel ma tremene Simon dre eno bep bloaz e voa anavezet mad ; evelse ivez an oll a voa contant d’e velet : quittât a rejot memes ur moment an dançou evit en em dastum en dro dezàn ; mes souden en em leqejot adare da zaillat gant joa.