zevez e vreg hac e vugale, pe a elfe o zomma hac o guiqa ? Ha n’en deo qet ur foll an hini a ancounac’ha e labour hac e afferaou evit en em melli hep utilite en afferaou ar re-all ? Ha n’en deo qet ul lach an hini a glasq surpren secret e amezec ? Ha n’en deo qet ur mechant an hini a ya da bublia ar pez eo devije caret un all delc’hel cuzet, pe en em blich o publia an drouc en deveus disoloet ?
Ha ma heuillomp un nebeut pelloc’h ar raç eus ar vam re strujus-se a hanver didalvoudeguez ; ma fell deomp anavezout bugale he bugale, cetu ma za ur raç hep fin eus a viçou da dremen dindan hon daoulagad. Cetu aze ar c’hoari oc’h anjandri ar feiz fall, al laeronci, ar muntrerez ; rac an hini a so en em gonfiet d’an hazard hac a so trahisset gant an hazard, n’en em fi mui nemet er flauderez hac er preyserez, pe n’en deus enep an disenor qent seurt ressourç, nemet an disesper. Cetu an didemperanç o c’henel ar goler hac an impudicite ; rac an didemperanç a laqa ar rêson da guittât volonteramant ; ha pa e deus e goliet, e voall-drêt, ec’h opprim ar pez a dle da garout ha da brotegi, ec’h outrach ar pez a dle da respecti. Cetu ar guriosite o rei ar guenel d’ar finessa ha d’ar guevier ; rac ar c’hurius a vev eus a vyster hac eus a dromplerez. Cetu an dievestet hac ar vedisanç o tont hep dale da brodui ar falsentes cassaüs ; rac an hini a fell dezàn absolumant lavarat drouc, a echu dre e velet el lec’h ne ma qet, ha dre invanti pa na ell qet