Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
201
Simon a Vontroulez

exerç ar c’horf hac ar speret ; mes o chom da ober netra, en em scuizer, hac ar scuisder a so an dra ar muia fatigus eus ar bed. Ur vech ma vez produet ar scuizder gant an enouë, ar pez so a oas, e zeo ma zeus gounezet despit evit ar remed uniq d’an droug-se, evit al labour. Petra a rear neuze evit suporti ar boez eus an amzer ? C’hoari a rear, dibri a rear, eva a rear, en em mêli a rear eus afferaou ar re-all, e pere ne zeus netra da velet, hac e troug-prezeguer ous an nessa. An hini a zemez d’an didalvoudeguez a guemer en carg pemp buguel he deus dija, pere na guittaont qet anezi : ar c’hoari, an intemperanç, ar guriosite, an dievestet hac ar vedisanç. Marteze e royo c’hoas re-all, ha na dalvezint qet davantach ; mes deus ar re-mâ hepqen, ar bec’h a so pounner aoüalc’h. Unan hepqen a suffis evit laqat e dad adoptif dindan ar voraillou, pe d’an nebeuta en hospital ; rac eno eo e za ar re foll, an dud lach hac ar re vechant. Ha n’en deo qet ur foll an hini a gonfi d’an hazard ar pez en deus gounezet dre e c’huezen ? Ha n’en deo qet ul lach an hini a zeport eus an hazard an danvez a elfe gounit gant e zaouarn hac e volontez ? Ha n’en deo qet ur foll an hini pehini, hep naoun na sec’hed, a ya da gonsomi, divar goust e yec’hed hac e rêson, ar pez a hirvoudo da nonpas caout mui, pa en em royo an naoun hac ar sec’hed dezàn da zantout ? Ha n’en deo qet ur foll hac ur mechant an hini a zevor dezàn e-unan, en ur moment, ar voyen a elfe maga epad meur a