Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/204

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
198
ŒUVROU DALIF

an heuriou, moneiz an deveziou ; gant liarded e rêr pevar-realet, gant pevar-realet e rêr louiset-aour ; mes ar pez a so dissipet na antre mui er gont, ha na ra mui netra. An amzer dremenet ne zeu mui var e c’his, rac ar pez so tremenet a so un isfond demeus a behini na eller tenna netra ; gâr eta d’ar pez a vezo lêzet da gueza ennàn ! Me zeus ouvrier ebet a vouife accommodi a nevez un devez implijet fall, na qy disqet capabl da drappout un heur collet. Agissa gant prudanç eo eta nonpas lezel achappi an amzer, hep beza tennet dioutàn ar profit a ell da rei.

Manificq, cetu c’houi o labourat ; mes, perac ne ma qet ho hostillou ha qement oc’h eus ezom dindan ho torn ? Guelet a ràn ac’hanoc’h oblijet da sevel, da vont, da zont da glasq hep-cess ; ha goude se na gavit qet ar pez oc’h eus ezom ; ha neuze ec’h erru an impaciantet. Ma ve tout an dra-se en urz, e vec’h quittes deus an tracaç-se. Ma ouzoc’h qet eta ar princip : Ur plaç evit peb tra, ha peb tra en e blaç. Ar voyen eo, va mignon, d’en em espern fatic ha goal humor. Dioüallit mad da gredi penaus an amzer a dremener da arrengi a vez amzer gollet ; gounit a ra, er c’hontrel, cant evit cant ; rac, an anter nebeutoc’h so ret evit rengi eguet evit clasq. Ar pez so en e blaç na ell qet en em goll ; ar pez a drein a so dija cazi egaret ; ha demeus a egaret da gollet, an hent n’eo qet hir.

Mes cetu n’oc’h eus qet cavet hoc’h affer, hac e qemerit al labour dre ar penn all. Er fê-