Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
197
Simon a Vontroulez

e furmi hac e delc’hel, prudanç, nerz ha moderation.


————


Sellit mad endro dêc’h, hac en em evessait gant soign oc’h-unan, na zaleot qet d’en em appercevi penaus, cazi qement drouc a erru ganeomp pe a reomp d’ar re-all, a broven, d’an oll vuia, demeus hon dievestet. Me bari, ma elfen beza epad un devez a gostez dêc’h va mignon lenner, e trapfen ac’hanoc’h ouspen ur vech o varni adreus demeus an dud ha demeus a veur a dra, o comz drouc-apropos, oc’h agissa a enep ar pez a vez ret, ha se oll, evit nonpas beza sònjet aoüalc’h d’ar gonsecanç demeus ho sònjesonou, demeus ho comzou ha demeus hoc’h actionou.

Dabord dious ar mintin, pa ziroc’hit c’hoas, pell goude cân ar c’hôq, pe pa en em droit ha distroit lachamant epad un heur qent saillat ermeaz eus ho quele : Var zao ! var zao ! a lavarfen dêc’h ; an amzer a dremen hac an hostillou en em vergl. Na vec’h-hu qet desolet, ha na hirvoudfec’h-hu qet, da veza condaonet da ober bep bloaz ur c’hlénved a bempzec deiz, pehini a brife ac’hanoc’h eus a c’hajou ? Contit mad, hac e cavot penaus un heur collet bep mintin, a dalvez e penn ar bloa d’ar maleur-se. Collit unan c’hoas deus an nôs, en ur avanç heur ar repos hep necessite, hac en em reot a volontez vad ar memes gaou evel a rae ur c’hlénved a ur mis. An deveziou so moneiz ar vuez :