Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/201

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
195
Simon a Vontroulez

metten da humvreal em amzer da zont e pehini e vijen escop ; mes evel gant an dra-se tout na santen nep vocation evit an Ilis, ne sonjen qet da viana e stat all ebet, hep clasq ennàn ur poent meurbet huel, e pehini e crede va zamic orgouill sevel. En oll bretantion-se, na anconac’haen nemet ar vicher honest ha modest eus va zad, dre voyen pehini gouscoude en devoa savet hac antretenet e famill. Gant se e voan oll occupet, pa reas va zad dìn mont gantàn da Guemper, e pelec’h en devoa un affer benac. Epad ma voen er guær-se, e voe ur gouel caer, e pehini ec’h asistas an escop hac un nombr bras eus a veleyen an escopti, an autoriteou hac an trouplou. Ar guriosite am boe da vont da velet ar pez n’em boa guelet biscoas.

Edo voe afat e teuas ar reflexionou d’am sclerigenna var va dallentez ! « Cede aze evit güir, a lavaren diouzon va-unan, un escop gant ur mitr, ur c’hroç, un aub dantelezet superb ; mes endro dezàn, nac a vêleyen simpl gant o surpilisou modest ! hep conta va faour-qèz cure a Vontroulez hac an oll vêleyen all deus ar vro ! Cede aont barnerien gant o robeou goarnisset a foureürou caer ; mes pel int, e comparêson d’an dud maleurus a lez, greffierien, hucherien, scrifannierien, recordet, ha re all pere a vev sec’h aoüalc’h eus a chican hac a broces ? Cede aze duont ur general hac un officer benac gant epauletennou aour ; mes petra eo an dra-se e qever an nombr qen bras