Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/202

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
196
ŒUVROU DALIF

eus a soudarded a obois dezo ? hac evit ma ello unan hepqen eus ar soudardet-se parveni da chench e sabren dious ur c’hleze, pet eus anezo a renqo beza lazet ? ha piou eo an hini a ell lavarat : me eo a chommo ? Cede aze c’hoas un trêgont benac, gant o habijou brodet a aour hac a arc’hant ; mes cede amâ hac aont ur foul immanç, hep conta an nombr bras a so chommet er guêr, demeus a bere an darn-vuia eus anezo n’e dint nemet lapousset trist eveldòn-me ivez. Beva reont gouscoude, hac e tisqeuzont caout muioc’h a blijadur amâ eguet ar re-hont gant o habijou caer.

Ah ! Simon, va mignon, na sonch mui sailla huelloc’h eguet na elles tapout ; risq a rafes terri brec’h ha gar. Ar societe so evel ur biramiden : ar rencou huella so stris, ne zeus plaç nemet evit nebeut a dud ; en em starda a rear, ne zoar qet êzet, alies e titiruiller d’an traòn, ha pa glasqer arruout er beg diouc’h an traòn, e rear ur c’hoari d’en em fricqa. En traòn, er c’hontrel, e zeus plaç evit an oll, ec’h eller trei ha distrei, ec’h eller en em gaout êzet mad, peb-hini herves e daill hac e vent. Allòn, Simon, peoc’h d’an orgouill ha d’an ambition vean ; goëz en em delc’hel el lec’h m’en deveus Doue laqet ac’hanout, ha prepar da ziou scoas evit douguen ar zamm en deveus douguet da dad.

Evelse eo, va mignonet, e qemeris va c’henta resolution a enep dìn va-unan ; ar resolution-se a voa dija un act a furnez ; rac, ret e voa, evit