Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
186
ŒUVROU DALIF

veza autor, ha ma meus sònjet calz nebeutoc’h acquisita gloar eguet da rei dêrc’h ul levr pehini a seblant dìn tleout beza util evidoc’h, ne deo qet nebeutoc’h güir penaus an den a so den ; ha penaus ivez ar vanite e deus recevet ur cheric vian, hac a guemer gout ezetamant.

Lavarat a rìn dêc’h eta, gant an oll simplicite a galon eus a behini ez oun capabl, penaus, en eur velet, un deiz da zont, va Histor eus a Simon a Vontroulez o redet etre ho taouarn, hac o clêvet repeti an hano-se a bep tu, e credàn e hirliqo ap dra-ze va zamic speret, hac em bezo ul lommic a vanite da gredi sevel un nebeudic va fenn, ha da guemer e eus va lodennic eus an hommach pehini na vezo realamant dleet na certenamant accordet evit güir, nemet d’am mignon ; cazi evel ar sacrist-ont, pehini, o clevet an dud a sortie deus an ilis o veuli ar sermon gaer o devoa selaouet, a ziredas d’o c’haout, hac a lavaras dezo, en eur sevel var begou e dreid, o qempen collier e roched hac o frotta beg e c’hronch, gant stad ha vanite : Pardie ! n’eo qet me en deus sonet ar c’hloc’h ?… Anzav a rìn dêc’h memes penaus an dallentez eus va c’harantez va-unan a so bet ur moment bete concev an esperanç da figuri en amzer da zont, a gostez d’an hanoyou brudet bras deus a autor an Armahac hac ar Pronosticou brezonec, pehini na dle mancout da veva bete ma teuyo e bredictionou admirabl da veza guirion.

Goude an disclaration-se, n’ho pezo qet a