Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/193

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
187
Simon a Vontroulez

boan o credi em boa bet an intantion ferm da ober gant va migon qer, Simon a Vontroulez, un eil dro, pehini a vije bet ar sujet eus un eilvet relation. Mes, allas ! Doue en deveus disposet autramant. An oad hac an infirmiteou a so deut da laqat un termen da veachou ar marc’hadour mercer ; hac an hini am boa grêt gantàn a so bet an diveza. Dre na elle mui mont endro, e zeo en em dennet en e guær natur a Vontroulez, evit beva tranqilamant e creiz e famill hac etouez e vignonet côs, gant ar frouez eus espernou fur. E varc’h, pehini n’en devoa qet nebeutoc’h ezom eus a repos eguetàn, n’en deveus qet bet lec’h d’en em glêm deus ar resolution-se ; rac Simon a Vontroulez o sonjal gant rêson penaus ur mestr all n’en devije qet evit al loen paour-se ar memes obligation, na qement a anaoudeguez vad evit ar servichou bras en devoa rentet, n’en deus qet ellet en em resolvi d’e verza, hac en deveus roet dezàn, evel a leverer, e invalidach, en ur c’hraou côs a serviche guechal da ur vioc’h pehini e devoa roet eus he leaz da Simon a Vontroulez, pa voa buguelic. Eno eo en deveus achuet e vuez, ar servicher fidel-se, en ur repos douç ha tranqil, gounezet dre nombr a vloaveziou a labour, exempl patant demeus ar virionez-mâ penaus, al labour hac ar gundu vad na vanqont james da touguen o recompanç.

Evit feat eus a Simon a Vontroulez, evel a meus en lavaret dêc’h, n’en devoa qet dastumet ur fortun vras er vicher a rê ; mes gounezet