Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
179
a Vontroulez.

ha goude beza roet dour da eure benac. Ober a rear ivez prênestou brassoc’h ; planta a rear dre amâ ha dre aont plant avalou. Dommach bras eo na veler qet muioc’h a feunteuniou var bord an hentchou, ha pelec’h ma en em gav ur zourcen vad pe ur feunteun benac a dost, na laqer ur men, var behini e vez merqet en lizerennou aznad : amâ, e qichen, e zeus dour. Me garfe ivez guelet er groashentchou croasiou evel a velet guechal, mes var sichennou pere e vez scrifet hano ar bourg ous costez pehini e zeo troet pep carreen eus ar sichen.

Mar deo un dra lous c’hoeza ar fri gant ar biziet, ec’h eller, hep douet, caout meurbed direspet ar c’hustum divalo da grànchat ebars en ilisou. Ne zeus nemet sònjal ha lêzet e vet da ober qement all e tyez certen tud : da viana, tleout a rear, evit an nebeuta, caout ar memes respet evit ty Doue.

An hentchou vicinal o deveus ezom bras da veza antretenet mad. Ha pa santo ervad an dud divar ar meaz an interest meurbed precius eus a se, e vezint ampresset d’o laqat e stat vad. Mes depordomp : tamic ha tamic e ra al lapous e neiz. Ha gant se, arabat eo goulen re, rac aoun da gaout re nebeut. Gouscoude, dre forç da c’houlen, ec’h echuer da obten ; rac neus qet c’hoas ouspen daou vloas en devoa roet ur mignon dìn da santout an ezom bras hac ar facilite a voa da gaout plomennou e Montroulez, ha cetu dija teir deomp. Esperomp e vezo cresqet un deiz an nombr eus anezo.