Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/176

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
170
Simon

Gouezomp laqat en rapport ar found dihep-se a offr Doue deomp ; sellaouomp ar c’honseillou fur a ro deomp an dud disqet mad, ha na reomp qet ar sacrifiç eus hon fortun da ompinionou faus ha da routinou côs.

Ar fermier Bertaud na vouie qet penaus disqeuz e anaoudeguez vad da Louis. A benn ar bloavez a essa,e voe cresqet e c’hajou dezàn, eus a bere Louis, evel ur buguel a-fêçon, a laqe da renta ul loden d’e dad venerabl. Scrifa rê dezàn bep mis, hep faut, coulz ha da berson e barros, eus a behini e talc’he ar pen-caus eus e brosperite. N’en devoa en e bosition nemet ur chagrin hepqen, pehini voa da c’houzout eus a betra e voa deut e vreur Jerom, ha gouscoude e voa ur boneur evitàn d’e ignori, pa zeo güir n’en devije bet nemet da rusia diountâ.

Gant se tout, ar fermier a c’honneze arc’hant mad, hac a brene douarou. Ur verc’h pennerez en devoa, hac a voa coant meurbet. D’ar c’houlz ma erruas Louis en he zy, e voa hi oaget a bêvarzec vloaz, ha na vanqe dezi neuze nemet un nebeud education, evit beza ur plac’h parfet. Louis a santas eviti ur panchant pehini, en e bosition, na gredas qet disqeus ; mes obten a eure digant Bertaud ar bermission da zesqi dezi lenn ha scrifa. An occupation-se a voa e vrassa plijadur, pa er permete dezàn e labour, hac an education a echuas da renta Annettic ur plac’h êmabl hac interessant. He anaoudeguez en andret he mestr yaouanq e devoa un dra benac a deneridiguez douç, a behini