Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
171
a Vontroulez.

na elle qet en em renta cont dezi e-unan. Mes ar fermier Bertaud, pehini n’en devoa qet daoulagad fall, en em appercevas mad eus an inclination o devoa an daou zen yaouanq an eil evit eguile, hep credi dont d’en avoui.

Var dro ur pemp bloaz e voa, e laqe Louis ar ferm da brosperi, pa deuas Bertaud un devez da lavarat dezàn : arça, Louis, rentet ec’h eus calz a servich dìn ha na meus ellet o anavezout autramant nemet en eur sellet ac’hanout evel va buguel : c’hoant a pes-te d’er beza evit mad ? Va merc’h a gar ac’hanout, ha gouzout a ràn ivez e cares mad anezi : he rei a ràn dit, va fautr qez.

Ar c’homzou-se a rentas Louis cazi foll gant ar joa. Nebeut a vanqas na vougje Bertaud etre e zivrec’h, en ur boqat dezàn. N’en em bossede qet gant e voneur.

Annettic ne devoe qet a boan o consanti d’an arranjamant-se, ha na glascas qet memes cuzat peguen agreabl e voa dezi. Louis a bartias gant ur c’har goloet da guerc’hat e dad hac e berson, pere a voe en ur joa ar vrassa pa erruas Louis ganto, o c’houzout e yê da veza eurus. An daou den venerabl-se a deuas gant Louis da dy e famill nevez, accompagnet eus a berson Garlan ha Bertaud, pere a voa êt hed ul leo vad da rancontr anezo. Ar person côs a reas an eured ; hac e tremenas peb tra en ur joa ar vrassa hac evel ma zeo dleet etouez tud honest. Louis na ancounac’has qet ar beorien ebars en devez-se memes, ha qement hini en em bresantas, en