Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/167

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
161
a Vontroulez.

a vevel, pe en ur fêçon benac all, hac eno e laere gant ur finesse vras, ha pa vije necesser, e prepare labour d’e gonsortet.

Un devez en em dispose evit un affer, hac e voa en em introduet, evel a meus lavaret, en ur maner, e pelec’h ec’h espere ober ur c’hoari gaer. Maleurusamant evitàn, un officer a deuas da leina d’ar maner, ha Jerom n’en anavezas qet. Etro-pad lein an officer a selle pis ous Jerom, pehini a serviche ous taul, hac en devoa e assiet dindan e vrec’h. An officer, goude beza examinet mad Jerom, a grias : cetu aze un desertour hac ul laer ; arrêtit an den-se. — Jerom a voe qer spontet evel pa vije coezet ar gurun en e guichen ; lezel a eure e assied da gueza, hac e saillas etrezec an nor, en esper sortial ; mes n’en devoe qet a amzer: trappet e voe, dastumet mad, hac e teuas an archerien d’e guemer evit e gundui d’ar prison.

Erruet e voa ar poent e pehini e zê tout d’en em gaout a eneb Jerom. Daou archer all a eruas, hac unan eus anezo en em gav justamant ar memes hini a voa bet laeret dezàn e varc’h gant Jerom. Divinout a rit ar rest, va mignonet ; e broces a voe grêt da Jerom, goude beza bet disoloet e grimou, hac e voe condaonet d’ar galeou.

Mes neo qet se tout : ne voa qet ouspen eiz dez e voa er bagn, pa dostâs ur galeour da sellet outàn. Qerqent e sav emàn e chaden, hac er lanç a nerz e gorf var estomac Jerom, en eur leusqel ur griaden spontus, hac e cuez Jerom