Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
160
Simon

dra-se a ell beza, emezo ; mes ne c’heus-te qet clêvet ivez lavaret penaus ar madou laeret na brofitont qet ? — Arça, eme Jerom, tachomp da nonpas farçal : lavarat a ràn dêc’h ez oun deus ho regimant. Ne zeus qet ouspen pêvar devez e voan guisqet eveldoc’h. An arc’hant-se eo ar pez o devoa recevet comedianet Sant-Malo, pehini oun bet fin aoüalc’h evit e bipa tout. Contant oun da bartagi ganêc’h ; mes nonpas da rei tout. — Eh bien ! eme unan eus al laeron, mar doud realamant eus hon micher, ec’h elles en em anroli ea hon touez : deus ganeomp. — Gant joa, autrou ; rac ne sonch qet dìn em bez netra a voelloc’h da ober.

Jerom a heuillas an daou laer, pere er c’hunduas en un andret ténval eus ar c’hoad, e pelec’h e yoa o c’hamaradet e nombr eus a seiz pe eiz. — Cetu amâ ur c’hompagnun nevez a zigassomp dêc’h, eme ar c’hoqinet. — Un den sur eo-én ? eme an hini a zisqeuze beza ar mestr. — Ia, ia ; digass a ra arc’hant d’ar mass. — Mad evelse. Un touch dorn, camarad.

Cetu eta Jerom anrolet en ur vanden laeron ! Ne meus qet ezom da lavarat dêc’h, goude-se, ar pez a eure epad pêvar bloaz ma chommas hep beza qemeret. Dont a eure da veza unan deus an habilla demeus ar vanden. Abars nebeut amzer, e c’hanavejot ennàn ur c’hapacite vras evit ar vicher, hac e voe hanvet sclêrigenner ; da lavaret eo, e yê arauc evit en em assuri mad eus an tolliou a vije da ober. En renta rê ebars en un ty, e pehini en em laqe recev e qalite