lerc’h. Ne choasent qet fall o devez, rac ur sulvez e voa, hac e tleyet rei ur pez caer, e pehini e tepordet calz a dud pinvidiq, hac un nombr bras a dud all, ar pez en devije laqet receo calz a arc’hant. Hoguen, qementse a dremenas evel e zàn d’en lavarat dêc’h.
Ar recevour, goude beza dastumet an arc’hant en e zac’h, a ras ar vân da vont d’e renta, evel an ordinal ; mes, elec’h mont da gaout an tenzorier, e redas buan er meaz a guær, hac e za realamant da gaout Jerom, pehini a voa o tepord anezàn.
Qerqent ha ma voent en em gavet, en em leqejont da vale eus a ur pas mad, evit en em laqat en abri ar buanna possubl. Redec a rejont er guis-se epad an nôs, ha ne arretjont nemet da c’houlou deiz, en un hoslaliri, evit debri un tam benac. Jerom na voe qet nebeut spountet, pa velas eno daou archer, pere o devoa lêzet o c’hezeg stag er c’hourt. N’en devoa qet ancouêt e voa desertour ; hac evel ma en em appercevas e selle an archerien outàn gant attantion vras, ne douetas qet o devoa e signalamant. Hep lavaret mann d’e gamarad, e sorti prest hac e red d’ar c’hourt, elec’h ma voa qezec an archerien. Choas a eure ar guella, rei a eure un tol contel e peultrin eguile, evit na eljet qet en em servicha dioutàn da vont var e lerc’h ; pigna ra var e varc’h, hac en em laqa da c’haloupi eus a oll nerz al loen, en eur ober goab dious an archerien, pere, en eur goler ar vrassa a selle outàn, ous en gourdrous inutilamant.