Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/163

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
157
a Vontroulez.

dreist oll a voa spontus da velet, ha cetu amâ ar pez a voe caus ous se.

Qent pignat var an theatr, en devoa leusqet un tol lagad var ar bureau elec’h ma recevet an arc’hant. Ar guel eus a ur bern qen bras, en devoa laqet en e speret ar c’hoant da gaout ul loden evitàn, un dra hac a gonvene diouc’h e rol. Pa voe êchu ar pez, an directour er meulas, hac a lavaras dezàn e voa fachet bras n’en devoa qet a vemor, rac roet en devije dezàn ur plaç mad etouez e dud. Mes Jerom a respontas bepret e voa impossubl an dra-se, ha na zepante qet se dious e volontez.

Epad an nôs n’en devoe dirac e zaoulagad nemet ar bern arc’hant recevet, hac e speret na voe mui occupet nemet eus ar voyen da bacat an arc’hant, ha da blanta eno an directour hac e gomedianet.

Epad ur mis pe zaou ne reas nemet hureal var ar fêçon da zont aben eus e dol. Goude beza bet sonjet calz en se, e velas n’en devoa qen moyen da guemer, nemet da angaji ar recevour da veza a dra gantàn, ha da dec’hel buan gant an arc’hant. Jerom en devoa c’hoessêt honestis ar recevour, hac evel en em anaveze mad aoüalc’h dija er seurt tra, e credas e peb surete ober dezàn ar broposition. Jerom en pedas eta da vont gantàn da eva ur voutaillad güin ; hac en eur eva o banne, e tisclêrias Jerom dezàn e zessign, ar pez n’en devoe qet nemeur a boan ar recevour da accepti. Convenet voe etrezo e vije grêt an tol an deiz var--

14