ec’h eller marteze achappi ur vech, diou vech avichou, mes penaus ivez, goude tout, e tizolo anfin an hini a glasq, hac e zeo ret neuze paea en ur vech evit tout ar re-all.
Commanç a eure da zebri e arc’hant, ar pez na badas qet pell, rac ar c’hoariou a deuas ivez da sicour e estomac da scarza e yalc’h. Pa velas ne chomme mui netra gantàn, e voe ret sonjal e moyenou nevez, da c’hortos caout occasion da ober ar pez a hanve un tol mad.
Beza voa neuze comedianet e Sant-Malo, ha Jerom o veza grêt anaoudeguez gant unan eus ar vanden en un hostaliri, a glêvas unan o vanti e vicher, hac a roas c’hoant da Jerom d’en em laqat en o zoues, mes na grede lavarat guer a se gouscoude, abalamour na vouie qet lenn ; mes ar c’homedian Bernardin, ous e velet ambarasset, a c’houlennas petra c’hoarveze gantàn. Jerom, un nebeudic mezus, a c’houlennas hac en ne voa qet ur rol benac e pehini na vije netra da lavarat ; rac, emezàn, ne meus qet a vemor, ha ne alfen biqen disqi ul lignen dindan evor. — Se ne ra mann, eme Bernardin ; beza e zeus hac a hanvomp roliou mud. — Ia da ! eme Jerom ; eh bien ! mar manq unan evelse dêc’h, me so ho ten. — Justamant, ur plaç gollo so : deus, me ya da bresanti ac’hanout d’an directour — Deomp, eme Jerom.
Jerom so presantet ; an directour a gav en deus min mad, hac an deiz varlerc’h e rêr dezàn debuti. Guisqet e voa e guis ur brigant. E habillamant a zeree dioutàn ervad ; e visach