Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
149
a Vontroulez.

An anter da bep-hini ac’hanoc’h. Qement a ellan ober evidoc’h eo se. Me garje ervad, va Doue ! ober muioc’h. It gant an dra-se en hent, tachit da gaout labour, da ober fortun en honestis, ha roit alies dìn eus ho qelou. Te, Louis qez, a gredàn mad, en em denno a affer. Un obligation vras ameus d’an A. Person deus an discadurez en deus bet ar vadelez da rei dit ; servicha rei se dit e peb lec’h, hac e ri da hent en ur fêçon pe en eben. Evidout-te, paour qez Jerom, neo qet hep chagrin e velàn ac’hanout o partial. Gallet e pije ober evel da vreur, ha meritout eveltàn graçou mad an A. Person ; mes neo qet falvezet se dit : preferet ec’h eus en em rei d’ar feneantis ha d’an dissipation ; aoun bras ameus e pez lec'h da gaout qeuz un deiz. Anfin, va c’halon a rayo ar memes vœuyou evidoc’h ho taou. It, va bugale guèz : Doue da rei avantur vad dêc’h.

Ar paour qèz Marcel a boqas d’e vugale, en eur vouela, hac hep sònjal e stardas Louis ous e galon gant un deneridiguez ar vrassa. An A. Person a erruas er moment-se. Ar paour qèz Louis a zaillas entre e zivrec’h, hep gallout comz, na disqeuz dezàn e anaoudeguez vad, nemet dre e zaelou. Jerom a vouelas ivez un nebeut, hac a santas ur güir glac’har e fonç e galon ; qement e zeo güir penaus ar galon memes ar muia corrompet, na ell qet renonç antieramant d’an truach a reclam an natur. Anfin, an daou vreur a sortias, ous en em delc'hel brec’h a brec’h ; an tad Marcel hac ar Person