Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
Simon






CHABISTR XXXIV.


Simon a Vontroulez a lein e ty ar Person e compagnunez ; falvezout a ra dezàn dre feadou patant prouvi ar virionez eus ar pez en deus lavaret ar Person, hac e cont un histor.


Goude an oferen-bred, an A. Person hor pedas d’en em renta er presbital. Credi mad a ràn, emezàn da Simon a Vontroulez, e refot dìn ar blijadur da chom da leina ha da gousqet em zy. Va c’hamarad a veach en devoa bet re a blijadur o caout an A. Roux, evit refusi un hevelep proposition ; accepti a eure eta. Simon a zervichas c’hoas da chantr evit ar Gousperou.

Ar Person a voa custum da receo er presbital, d’an abardaes, ur paysant benac, da bere e roe, hep ma en em douetent, instructionou Christen hac a gundu vad. An deiz-se en em gavas daouzec benac. Comz a rejot divar ben ar sermon eus ar mintin.

Ah ! peguen mad oc’h eus comzet, Autrou Person, eme Simon a Vontroulez ! Güirionezou bras oc’h eus lavaret, eus a bere ne vez qet dies caout moyen da ober an application. Ho sermon en deus digacet dìn sonch deus un histor, a behini oun bet cazi test va-unan, hac a offr un exempl sclêr eus ar viç punisset dre ar viç, hac eus ar vertuz recompancet dre ar vertuz.