qestion eus al livr a c’hoezec onç. An oll a voar e zoun un den honest, ha na dromplàn den, clêvet a rit-hu ? Tleout a rêc’h va avertissa. — Tleout a rêc’h ive gouzout petra a rêc’h oc’h-unan. — Oh ! me voar ervad penaus a rêr el lec’h all, ha n’en doun qet oblijet da c’houzout an uzach a so amàn. En em rapporti a ràn d’an oll dud-màn. — Ha me ive.
Selaouit, va mignonet, eme Simon a Vontroulez ; sclêr patant eo na ell qet ar marc’had-se delc’hel, pa zeus drouc-entent evelse. Mes cetu amàn un avantur pehini a dlefe laqat ac’hanoc’h da santout ar gaou en em rit etrezoc’h, ous en em antêti da guntinui d’en em servicha eus ar poeziou hac eus ar muzuriou côs, reformet gant ar gouarnamant. Guelet a rit ar pez a c’hoarvez. Pa voe imaginet etablissa ur memes poez hac ur memes muzur dre oll e Franç, e santet ervad an difficulte a rene var an differanç eus o dalvoudeguez e peb brô. Ne zeus ezom, moc’h assur, nemet nebeut aoüalc’h a gompreneson evit gouzout e zeo calz bras commotoc’h hac avantajussoc’h, ha memes êzetoc’h, implija partout ar memes poeziou hac ar memes muzuriou. Petra eta so caus ma zeus c’hoas tud pere en em obstin da ober bepret usach eus ar poeziou hac eus ar muzuriou côs, peguen incommod benac ma zint ? Cetu amâ ar rêson : Ar varc’hadourien ne fell qet dezo qemer ar boan da zisqi anavezout ar poeziou hac ar muzuriou nevez, hac ar c’honsommatourien ive, dre n’en dint qet habituet,