Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
107
a Vontroulez.

vezo poursuet, e conformite d’al lezen.

Ractal e savas un tamic murmur en assamble, hac e voe facil guelet an humor fall merqet var bisach an oll. Gallout a rejot memes clêvet ur vouez benac o lavarat : Qêa gant an diaoul ! na baeìn qet. Na meus nemet ar pez ameus ezom. Ar bara so re guer. Simon a Vontroules na elle qet en em delc’hel, ha goude beza grêt sin en devoa c’hoant da gomz, e talc’has an discours-mâ d’ar bobl :

Oh ! oh ! va mignonet, cetu aze un dra drol, ha n’am boa qet guelet c’hoas e nep lec’h. Ne fell qet dêc’h-hu paea ho contributionou ? Eh bien ! neus nemet ober qement all dre-oll, hac e vimp pautret brao ! Mar oc’h eus c’hoant da laqat da c’hoarzin ar re a zezir drouc deomp, en em guemerit mad evit se. Ne zeus nemet tud fall, tud dishonest a ell refusi paea o c’hontributionou ; ia, tud fall, en repeti a ràn, pa ne sonjont qel en ezomou o brô ; ia, c’hoas ur vech, tud disonest, pa zeo güir e vanqont d’ar bromessa o deus grêt. Ar pez a lavaràn, a seblant oc’h estoni ; qementse so güir gouscoude. N’oc’h eus-hu qet hanvet ho teputeet, da bere oc’h eus roet ho confianç, evit difen hoc’h interest ? Noc’h eus-hu qet qemeret an angajamant da gavet mad ha da avoui qement a rajent en hoc’h hano ? Eh bien ! piou en deveus consantet an impodou ? Ho teputeet eo, rac guelet o deveus e zeo se necesser, hac en devoa ar gouarnamant absolumant ezom a se. Ha bremâ e refusit paea ! Disoboissa a rit d’al lezen a so