Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
108
Simon

bet grêt gant ar re memes oc’h eus choaset evit se ! Guelet a rit ervad n’en deo na fur nac honest, na rêsonabl ar pez a lavarit. Oh ! ma teufe ar gouarnamant d’ho taxi injustamant, me bardonfe dêc’h da vurmuri ; mes ar gouarnamant n’er gra qet ha na elfe qet en ober. Ar chart a so aze, hac a assur ho troajou hac ho madou. Mes evit ma ello o assuri bepret, e zeo ret dêc’h commanç da oboissa dezi oc’h-unan.

C’hoant oc’h eus-hu da laqat an estranjourien da lavarat n’en doc’h qet dign da gaout ur gonstitution libr ha lezennou mad, dre na fell qet dêc’h en em soumetti d’ar pez a gommandont dêc’h ? Allon ta ! na ellit qet ancouat d’ar poent-se e zoc’h Bretonet. Lavarat a reot dìn e zeo an amzer calet, oc’h eus souffret calz. Gouzout a ran se ; mes evit arruout en ur stat guelloc’h, e zeo ret en em resina da souffr un nebeut c’hoas gant courach. Pa ho pezo murmuret hac e vezot en em chagrinet, da betra e cunduo se ac’hanoc’h ? Da veza collet calz eus a amzer ; ha na vezoc’h qet nebeutoc’h obliget da baea erfin ; rac, an hini a gomz en hano al lezen, a so bepret crénvoc’h eguet an hini e dishanav. An amzer gollet-se a gousto dêc’h qerroc’h eguet ar gontributionou ; rac an arc’hant a eller gounit a nevez, mes an amzer achapet na baqer birviqen. Al labour hac an ingin a so ar güir remed d’ar viser ; ha piou benac a so inginus hac a gar labourat, n’en deus qet da gaont aoun rac an dienez. N’eo qet ous en em disesperi en em dennot eus a