elle qet souffr e vije lavaret drouc ous den, hac epad ur pennad mad a amzer en devoa grêt e bossubl evit qemer difen ar re absant, deus a bere e clêve drouc-comz. Caout a rê dezàn e voa ar vedisanç un dra vil ha dangerus, hac e lavaras : Ha gouzout a ràn-me hac ar re a gomz evelse ous ar re-all, dirazòn, na gomzint qet ive diouzòn-me, dirac ar re all ? Na eller james en em fia en un drouc-prezeguer ; rac un den eo evit pehini ne zeus netra a sacr, ha n’en deo mignon da zen. Dommach bras eo o deus ar seurt tud-se re all d’o selaou, hac a gav memes agreabl ar pez a lavaront. Mes, Fanch-Côs en devoa caer sonjal ha lavarat se, ne voa qet nebeutoc’h a deodou fall pere a gave auditoret. Hoguen, evel ma voa trist en deiz-se, hac o velet penaus qement a lavare a yê gant an avel, e qemeras varnezàn da devel ha da stoua e benn evel pa vije cousqet, bevech ma trouc-comzet. Abars ur pennad amzer, ec’h echuas ar memes câs da gousqet evit mad. An dra-se voa anavezet partout, ha cousqet Fanch-Côs a dremenas en proverb, en hevelep fêçon, ma lavaret, bevech ma vije clêvet o trouc-comz : cetu aze peadra da laqat Fanch-Côs da gousqet.
Un devez eta ec’h erruas ma eure person ar barres ur sermon var an Aviel e pehini e zeo lavaret e falvezas d’an diaoul tenti hor Zalver, en ur offr dezan qement tra a vele divar lein ar menez, mar carje stoua e zaoulin dirac an tentatour. En eur sortial eus an ilis, e zoa en