Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
a Vontroulez.

em rassamblet calz a dud dindan ur vezen ivin, evit cozeal, ha Fanch-Côs a voa en o zoues. Comz a rêt eus ar sermon e voa an A. person o paouez ober ; ha cetu un ozac’h o lavarat : « Ret e vije Satan diot aoüalc’h evit clasq tend hon Zalver ! Qement tra a offre Satan a apparchante d’hon Zalver, ha nonpas dezàn ; sonjal mad a dleye n’en devije qet an dra-se tentet an Autrou-Doue, ha penaus an Autrou-Doue na lèz qet en em drompla. » An oll a gavas ar rêsoniou caer-se just, ha peb-hini a repete, en ur c’hoarzin dindan beg e fri : « Oh feiz ia ! ret sur e vije Satan imbecil dall. » Fanch-Côs na lavare netra ; stoua rê e zaoulagad, hac e voa casi prest da gousqet. An hini en devoa parlantet da guenta, a chassaç var e vanch, hac a c’houlennas outàn : Ha c’houi, Fanch-Côs, petra a sonjit-hu a guementse ? Neo qet güir eta e voa Satan un diot naïc ? — Ah ! dam ! eme Fanch-Côs , en eur frotta e zaoulagad, piou en deus lavaret se dêc’h ? Na vouie qet marteze en em adresse da Zoue. — Allon, allon, eme an assamble, cetu Fanch-Côs bremâ o tifen parti an diaoul ! — Mes ivez, eme Fanch-Côs, perac drouc-comz eus anezàn ? Qement all a lavarfec’h deus un eal, m’en em bresantfe an occasion, rac lanchennou oc’h eus ha na respetont netra.

Simon a Vontroulez a davas, hac a guemeras fêçon un eil Fanch-Côs. Ar re a voa eno ouc’h taul, o devoa comprenet mad petra sinifie an histor, hac en em selle an eil ous eguile, hep