Pajenn:Jezegou - Medisined Landibidi. Feiz ha Breiz, 1934.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
519


Met petra ’fell d’eoc’h ? An dud a lavare : « Hennez n’ema ket an traou gantan da zeski ! » hag an holl a grede.

An Ao. Fur evelkent ne c’helle ket beva gand aer an amzer ; mennout a reas meur a wech mont en eur gêr all da welet hag hen e c’hellje beza gwelloc’h deuet, met, chansus bras e vije bet kement-se, ker stank all ha ma zea ar vedesined, hag e sonjas c’hoari e Landibidi eun dro eus e zoare.

Da zeiz ar foar e lakeas an daboulin da vont en dro evit lavaret :

Selaouit hag e klevfot gwell a-ze,
Nemed unan bouzar bennak a vefe
An eil a glevo gand egile.

Disul, goude an oferenn-bred, ec’h en em gavo e bered Landibi an Aotrou Fur, medisin ; evit diskouez n’eo ket ker sot ha ma leverer, e lakaio tri den da zevel a varo da veo.

Dre ma komze an tabouliner an holl a jome mantret « mat, evelkent, a lavared, ma vefe gwir, koulskoude ; evidon-me, sur, a yelo da welet ! »

Lod a zirolle da c’hoarzin, lod all a skoazie o diouskoaz ; met an holl o devoa mall da welet ar zul o tont.

D’an dervez merket ar vered a oa leun; diredet e oa tud eus ar parreziou tro-war-dro ; kals engroez a oa hag an dud a oa bern-war-vern.

Pelloc’h e voe gwelet o tont eun Aotrou, eur vriad leoriou gantan : « Ema erru, a lavare an holl ; hennez