Pajenn:Jezegou - Medisined Landibidi. Feiz ha Breiz, 1934.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
518


Medisined Landibidi


————



D’AR mare-se, e oa, e kêr Landibidi, daou vedisin ; unan, an Aotrou Fur, a veze gwelet bemdez o vont hag o tont dre an hentchou a gase da gêr, eul leor gantan, en e zourn ; ouz e welet an holl a lavare : « Eur genaoueg ! d’an oad en deus n’eo ket echu e studi gantan c’hoaz ! eun azen ! »

Ha den ne veze war e dro.

Ar medisin all ne veze kavet nemed en ostaleri pe er bureo-butun, ar c’horn a veze atao, en e veg n’oa ket lorc’hus ; komz a rae ouz an holl ; mat oa da baea banneou ; an Aotrou Lazen oa e hano ; ne veze gwelet morse o lenn an distera tra ; an dud a lavare : « O ! hennez n’ema ket an traou gantan da zeski, desket int pell a zo ! » Hag an holl a rede d’e welet.

Ha koulskoude, evit lavaret an traou evel ma oant, an Aotrou Fur a oa eun den gouest ; lenn a rae kals evit gwelet penaos ec’h en em gemered ar gwella, e pep lec’h hag e pell bro, evit louzaoui ar c’hlenvejou ; egile all ne ouie netra ; n’oa nemed eun talfaser ; d’an dud klanv, n’eus fors pe seurt klenved o zage ne roe nemet daou louzou: laez ha spurj. Poan ho pije en ho kof ? Evit laez ; poan en ho penn ? kemerit eur spurj. Eur gor en ho troad ? Evit laez. Eur glogorenn war ho tourn ? Kemerit eur spurj.