Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Kontaden an ermit dizoursi. Arvorig, 1913.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —


Hag hen o tiskoue eur c’hrouer.

— Setu hen aman, roue, emean ; lennet mar gallet.

— Lenn petra ? eme ar roue ; hennez zo eur c’hrouer !

— Ma, eme ar paour, me zo ’vont da lenn d’ec’h.

Hag hen da ziskoue ar wiaden d’ar roue, en eul lavaret : « Aman eo toull ; aman n’eo ket toull ; aman eo toull ; aman n’eo ket toull ! »

— Tanfoueltr ! eme ar roue ; me oar ze pell zo !

— Oh ! eme ar paour, breman ec’h ouzoc’h, mes bremaïk ne ouiec’h ket.

— Mad, eme ar roue, chom ’n em falez. Te vo mad da ziluian ar c’hudennou luiet.

Hag ar paour a deuas evelse da vean pinvidik. Eürus e oe betek fin e vue. Lod a lavar, zoken, e timezas da verc’h ar roue.

An neb a zo poellet e spered,
A deu e doôl gantan bepred.

(Diwar Kontadennou an O. Jézégou).


————