Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Kontaden an ermit dizoursi. Arvorig, 1913.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —


Hag en eur lavaret ze, e tôlas diwar e dro dilhad an ermit.

— Saperbie ! ’me ar roue, paket on, ’vat !

Goude eur pennad, e lavaras, droug ennan :

— Me da dapo ive ! Varc’hoaz e renki digas d’in eul lizer ha n’hallo den e lenn nemedout. Arabad dont war droad, na kennebeut war varc’h ; arabad dont dre an hent nag a-dreuz parkou. Ha dont varc’hoaz, pe da lêr a baeo !

— Mad, eme ar paour kez ; kenavo varc’hoaz. otrou roue.

An de warlerc’h, ec’h eas d’ar palez kerkent hag an de.

— Saperbie ! eme ar roue, penôs out deut ? War droad pe war varc’h ?

— Nan, emean, war eun azen.

— Ah ! Dre an hent out deut pe dre ar parkou ?

— Nan, dre doufle an hent bras.

— Ah ! kaeroc’h, avat ! Ha da lizer, pelec’h eman ?