Pajenn:Jezegou - Ki ha Bleiz en ti ar Person. Ar Vro, 1906.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —


Ki ha Bleiz en ti ar Person


————


Avel peb tra er bed: an den fur a garo.
Evit beza eüruz eo karet ar gwella zo.

En eur barrez demdost da Gastellin, oa eur person koz-koz. Meur a wech dija en doa kinniget an dilez euz e garg. Mez e barrezioniz a zirolle da lenva bep tro. Ne felle ket d’ezo, a briz ebet, e c’hefe kuit diouto. Henez en devoa o badezet, koulz lavaret holl ; hen ive o doa o eureujet. En ti ebet na vije nag anken na plijadur heb na zeue ar person da gemer e lod. Hag abalamour da ze, an holl a c’hoantae e chomche ganto betek e varo.

—o—

Eun devez, ar person keaz oa bet epad eun devez o welet tud klanv. Eur barrad breac’h oa o poueza war e barrez. Kalz klenved oa : mervel a rea zoken meur a hini. Eat deuz ar gear abaoue ar mintin, hen doa sikouret Laou Prodenez da vont er bed-all. Ar paour keaz Laou ! Dek vloa ha tri-ugent en doa. Atao oa bet eun den gwirion, ha kontant a oa da vervel.

Goudeze en doa badezet eur bugel da Vac’harit An Han. Ar seizved