Pajenn:Jezegou - Eun taol fin. Ar Vro, 1906.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —

hag a reaz d’ezan galoupad, skara douar, en dro, var zu Lanndivicho

—o—

Erruet en kichen roc’h Trevezel, ar C’hernevad a c’hoantaaz lakat eur c’hornad-butun. Chom a reaz en e zav, hag hen o sellet war e lerc’h. Mennout a reaz sempla pa welaz : « Itron Varia Releg ! emezan petra zo ? »

An Tregeriad, atao ar c’habestr en dro d’e benn, en em lakeaz neuze war e zaoulin, ha gant eur vouez dous a lavaraz : « Bennoz Doue, ra vo ganec’h kamarad ! »

Goude e savaz en e zav, hag e c’hazezont o daou war eun torr-kleuz a oa eno. Hag an Tregeriad a gontaz evelhen : « Va zad zo eun den mad hag eun den devot krak. Deuz ar beure, bemde, a vez en Iliz o pedi. Mez me oa eul lampon dioc’h ar penn. Eun de e rachen goap euz va zad paour. Neuze e taolaz varnon e valloz. Ha Doue, dre bedennou va zad, am c’hondaonaz da veza marc’hik inkane e-pad nao miz. Mez am boa o chom er gear, hag e zis da redek bro. Eur miliner a gabestraz ac’hanon, hag am digasaz d’ar foar. An nao miz zo tremenet hirie, hag oun deut adarre da veza den, ia laouen ! »

Ar C’hernevad a jommaz pell-pell da zonjal. Abarz ar fin, an daërou en e zaoulagad, e lavaraz : « Doue zo madelezus ! Kea adarre da gaout da dad, ha ne ra mui goap anezan. »

—o—

Miz goude, ec’h en em gave adarre foar Lanndi. Ar C’hernevad en doa manket e dro da genta, a zeuaz c’hoaz da glask eur marc’h.

Var ar blasen, e-touez kalz a re-all, edo an inkane oa bet gwerzet d’ezan er foar diveza. « Sell emezan, mantret holl. Adarre eo chenchet va den en marc’h ! » Hag hen d’e gaout ha lakat an dorn var e benn en eur lavaret d’ezan : « Petra malheuruz, c’hoaz e peuz great goap deuz da dad ? »

An inkane a blegaz e benn hag a fichaz e lost. Hag ar C’hernevad a ieaz d’ober e brenaden en eur c’horn all deuz ar blasen.

Pa ver leüe eo evit bloaz
Pa ver sod eo evit pelloc’h c’hoaz !

Doph an ti-all.